Gaztelugatxeko Doniene

Gaztelugatxeko Doniene
Skalier da sevel gant an tornaod

Un enezenn vihan dirak aod Bizkaia eo Gaztelugatxeko Doniene (San Juan de Gaztelugatxe e spagnoleg), e kumun Bermeo, en Euskal Herria. Staget eo ouzh an douar-bras gant ur pont ardaouel. War he lein ez eus ur peniti, savet da Sant Yann-Vadezour en Xvet kantved, daoust ma'z eus bet diskouezet gant an dizoloadennoù e oa darnoù bennak hag a sav d'an IXvet kantved. Gant an enez vihan amezek, Aketze, ez eo ur biotop gwarezet hag en em astenn eus kêr Bakio betek kap Machichako e pleg-mor Gwaskogn.

Evit mont da weladenniñ Gaztelugatxeko Doniene ez eus meur a barklec'h. Ar gwellañ mare da vont di eo an nevezamzer hag an diskaramzer, abalamour d'ar peoc'h a vez neuze, rak kalz tud a vez e-pad an hañv.

Ar ger gaztelugatxe a zeu eus an euskareg gaztelu (kastell) hag aitz (roc'h).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search